Yann Wehrling

Yann Wehrling e 2005.

Yann Wehrling a zo ur politikour ekologour ha kreizour hag ur skeudennaouer gall a orin elzasat, ganet d'an 3 a viz Gouere 1971 e Strasbourg. Besprezidant Rannvro Enez-Frañs eo, e karg eus an treuzkemm ekologel, an hin, ar vevliesseurted hag an ekonomiezh-kelc'h.

Diplomet eo eus an Arzoù neuziañ hag eus skol an arzoù-kinklañ Strasbourg.

E 2008 e teu Yann Wehrling da vezañ ezel eus ar MoDem.

Eus miz Genver 2005 betek miz Du 2006 eo bet sekretour broadel Ar Re C'hlas gall. E 2008 e emezel d'ar Mouvement démocrate (MoDem), e vouezh aotreet broadel e teu da vezañ e 2010 hag e sekretour meur e 2017. Dilennet eo da guzulier e Pariz kent dont da vezañ kuzulier e rannvro Enez-Frañs abaoe 2015 ha besprezidant abaoe 2021.

Anvet eo da gannad Frañs e karg eus an ekologouriezh er c'hevraouiñ etrebroadel d'ar 5 a viz Kerzu 2018[1] betek fin e gefrifi divizet gant Kuzul ar Vinistred d'an 9 a viz Even 2021[2]. Hervez kont ne vije ket bet kontant Emmanuel Macron nag ar MoDem pa ne soutene ket al listenn LREM / MoDem evit an dilennadeg e Rannvro Enez-Frañs, gant Laurent Saint-Martin en he fenn, ha diviz Kuzul ar Vinistred a vije bet un doare dialgerc'h eta. Diazezañ a ra e miz Here 2022 ar strollad politikel "Ecologie Positive", war skouer ar Grünen alaman.

E 2024 emañ e penn ul listenn evit dilennadeg kannaded Parlamant Europa, asambles gant Écologie positive, Cap21, France Écologie, Le Trèfle, 100 % citoyens ha EAJ-PNB (broadelourien euskarat)[3].

  1. Dekred ar 5 a viz Kerzu 2018 evit envel ur c'hannad dileuriet evit an endro - Ao. WEHRLING (Yann)
  2. Rentañ-kont Kuzul ar Vinistred d'an 9 a viz Even 2021
  3. Écologie positive & Territoires

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search